SEIZVED STROLLAD

Léopold-François Sauvé (1837–1892)

Lavarou koz a Vreiz-Izel

Ann armanach ne lar ket gaou :Pa ve erc’h ’ve gwenn ann traou,Pa ve avel fich ar bodou,Pa ve glao ’ve vil ar poullou.

Miz Genver,Kalet pe dener.

Miz Genver, hirio vel kent,A ziskouez eo hir he zent.

Pa ve tremenet dent GenverE ve diskouloc’h ann amzer.

Ne vezo ket leun ar zolierMar bez heol tomm da viz Genver.

Gwell eo gwelet ki en kounnarEvit heol tomm e miz Genvar.

Aliez ar wenn reoA zeu araog ar glao.

Reo gwenn war ar c’hresk,Amzer gaer hafresk.

Reo gwenn war loar nevezA denn d’ar glao aliez.

Reo gwenn en diskar,Amzer c’hleb hep mar.

Pa vez ann erc’h war ann douarNe vez na tomm na klouar.

Re a erc’h, re a gerc’h,Re a skorn, re a zegal.

Pa skorn ann dour en ti,A koll ar c’herc’h he fri.

Pa varv ar gerc’hen gand ar riou,Unan a chomm a dalv diou.

Genvirig a lavarEz euz vi gand ar iar.

Hanter-Genver eun eur a hed,Da c’houel Chandelour diou abred.

Da chouel ar Chandelour,Deiz da bep micherour,Nemet d’ar c’hemenerHa d’al luguder.

Da c’houel Varia Goulou,Kuzet ar c’hantoleriouHa torret ar c’higelou ;Hanter-greun, hanter-bloaz,Ann had diaveaz,Ann ozac’h en eaz.

Miz C’houevrer a c’houez, a c’houez,Hag a laz ar voualc’h war he nez.

Gand dillad tomm ha bevans madPep miz goanv zo deread.

Da c’houel Mathiez,Vi e reor ann houadez,Hag ar bik a choas he barez.

Tremenet gouel Sant Mathiaz,Ann heol d’he liv, ann dour d’he flaz,Ha lezenn ann hent da vean glaz.

Genver a garg ar foz,C’houevrer hen dalc’h kloz.

Avel gevret, da ziwada moc’hDiwallit ho kountel gan-e-hoc’h.

Erc’h a dreon, glao a viz,Gwasa diou amzer a weliz.

Meurlarjez kaillarek,Arc’h ha solier barrek.

Mar teuje Meurlarjez teir gwech ar bloaz,E lakafe ann dud da redek e noaz.

Red eo lakat piz e gleac’h,N’e ket hirio evel deac’h. (Al ludu.)

Ber, ber, miz C’houevrer, karg ann and hag ar foz,Me ho dizec’ho en eun deiz hag eun noz.

Meurs gand eur c’houezadennA zizec’h ar foz penn-da-benn.

Miz Meurs gand eur c’houezadennA laz meur a vagadenn.

Ar miz Meurs gand he vorzoliouA zeu da skei war hon noriou.

Miz Meurs gand he vorzoliouA laz al lueou en ho mammou.

Meurs a laz gand he vorzoliouAnn ejen braz e korn ar c’hraou.

Miz Meurs gand he vorzoliouA zo ker gwaz hag an Ankou.

E mis Meurs glao hag avel follA rai lakat evez d’ann holl.

Meurs, gand he veurzeri,A ra d’ar c’hrac’h staota barz ann ti,Ha d’he merc’h kerkouls hag hi.

Deuet Meurs e-giz ma karo,Grac’h e korn ar c’hleun a dommo.

Da c’houel sant Guennole,Stanka ’r foennek oc’h ar c’hole.

Da c’houel Pol,Lakad mern vihan war ann daol.

Tri de goude ma kan ann drask,Ez ia ar vioc’h joaüs d’he nask.

Pa glewfet ann drask o kanan,Serret keuneud mad da doman ;Pa glewfet ar welc’h goude-ze,Tolet ho chupenn a goste.

D’ar zul Bleuniou,A lamm ar zaout dreist ar c’hleuziou.

Da Vener ar groezA kroaz ar bik he nez.

D’ar zul Bask,A lamm ar zaout dreist ho nask.

Da c’houel Sant Joseph pe Sant Benead,Gounid ar panez hag al lin mad.

Da zul Bleuniou, kont’ ar viou ;Da zul Bask, terri ho fennou ;Da zul ar C’hasimodo, frik’ ar choz podou.

Epad ar zizun santel,Amzer goloet, avel.

Deuz ann heol, Meurlarjik,Deuz ann eteo Paskik.

Ann ened seac’h, Pask kaillarekA lak ann arc’h da veza barrek.

Ebrelik, Ebrelik,Digor da ziou askellik.

Pask a dost, Pask a bell,Pask a vo en Ebrel ;Pask en Ebrel a voPe ar C’hasimodo.

Deuet Meurlarjez pa garo,Pask pe GasimodoEn Ebrel hen em gavo.

Etre Pask ha Meurlarjez,Seiz sizun nemet daou dez.

Etre Pask ha Pentekost,Seiz sizun penn ha lost.

Pask gleborek,Eost baraëk.

Pa zav al loar abarz ann noz,Had ar panez antronoz.

Ar ran a gan kent miz EbrelA ve gwelloc’h d’ezhan tevel.

Pa gan ar ran e kreiz an deiz,Neuze vez poent gounid ann heiz.

Pa gan ar ran e kreiz ar prad,Neuze vez poent gounid peb had,Nemet al lann hag ar pilad .

Evit ar raned da gano,Ma bioc’hik paour-me a varvo ;Pa gano ar goukou d’eomp-ni,Ma bioc’hik-me ne varvo mui.

Dre ma tosta hanter-Ebrel,E kousk ann oac’h hag ar mevel ;Ar vroeg a lâr en miz MaeD’ar vatezik : demp ive !

Er bloaz biseost nep a ve finn.A laka kanab el lec’h linn .

Da c’houel Pêr, planta kignenn ;Da c’houel Pêr, skoulma kignenn ;Da c’houel Pêr, tenna kignenn.

Ebrel c’harw,Porc’hel marw.

Blavez gliz,Blavez gwiniz.

Bleun e Meurs, feurm en Abril,A ia holl gand ar morzil.

Sant Jorc’hdik diwar he dorchennA lak’ ar goz saout da vreskenn.

Da c’houel Mark,Meren bihan d’ar park.

Pa vez ann deillo er wevodennKement ha diou skouarn eul logodenn,’Tle advern beza war wenojenn.

Da c’houel Mark,Diodet ar park.

Da c’houel MarkAnn had divezan er park.

Pa ve glao da chouel MarkE kouez ar c’hignez er park.

Digant kala — Mae goulennetPe da zeiz e teui Nedelek,Ha mar na gredet ket c’hoas,Goulennet da zant Jerman Bras.

Goude miz Ebrel da fin Eost,Da dan ebet na-d-a tost.

Da viz Mae,Ar medisin a ve gae.

E miz Mae,Ar c’hezek a dol ho zae.

Da viz Mae’Lamm ar segal dreist ar c’hae.

Meurs e skoulm,Ebrel e vodenn,Mae e bleunvenn,Even e greunenn,Gouere e gwastel wenn.

E miz Mae,Kanab gae.

Pa gano ar durzunel,M’em bô lez eleiz ma skudel.

Glao bemdez a zo re,Re neubeut bep eil de.

Pa vo barvou kelvez e miz MaeKalon ann ijuler a zo gae.

Bleun en Abril, feurm e Mae,Euz ar re-ze e kargimp hon zae.

Ann deliou ’zigor en deroKent evid digeri erfao.

Da c’houel ar Pentekost,Al linn a ra ann dro da gern ann tok.

Brumen du pa vezA bad tri dervez.

Brumen vor,Tomder en gor.

Mogedenn diwar ar mor,Heol tomm ken a faouto ann nor.

Seiz blavez sec’hour ne reont ket eur blavez kernez ;Eun devez glebour hen grafe.

Serret ar gwaziou,Douret’ ar prajou.

Sant Ronan dilost MaeA laka kerc’h e-leac’h na ve.

Miz Even a ra al linnHa Gouere hen gra finn.

Eur park a zo gwall fallMar da viz Even ne dalv.

Kurun dioc’h ar gwalarn,Tol ar varr er sanaill.

Kurun dioc’h ar gevret,Marrad bepret.

Ann avel su ha gevret,Mad d’ar goullo ha d’ar garget.

Avel a c’hreste,Glao hep dale.

Gwalarn kalmet diouz ann noz,Su pe gevret antronoz.

Pa val ’r vilinn diwar ar c’hoad,’Ve trist doare ar merdead.

Diwallit rag ar merwent kozHag ar gwalarn iaouank.

Pa vez ann avel er gornaouek,E vez tapet meur a c’henaouek.

Da c’houel Barnabaz,Gand eur fourniad poazHag eun all en arc’h,E paseo awalc’h.

Hanter-Mae dilost goan,Hanter miz Even hen lakan.

Pa vez ker ar piz,E vez ker ar gwiniz.

Blavez hoginn, blavez ed,Blavez irinn ne ve ket.

Blavez c’huiled, blavez ed,Blavez gwenan ne ve ket.

N’ê ket ganet gand he vamm’Nn hini glev ar goukou nao devez goude gouel Iann.

Da c’houel Iann,Ia-l-ar goukou d’al lann.

Da c’houel Per,Ia-l-ar goukou d’ar ger.

Pa vez ar bleun er gwiniz,E vihanna leaz liviriz.

Heol a zavo re vintin,A zo tec’het da wall fin.

Ann heol gwennDa c’hlao a denn.

Heol gwenn a ro glaoHag heol ruz amzer vrao.

Ruijenn deuz ann noz,Glao antronoz.

Ruz dioc’h ann noz, gwenn d’ar mintin,Laka joaüs ar perc’hirin.

Hanter GoueroFals en ero.

Da c’houel Maria Karmez,Gwelloc’h gavr eget eur vioc’h lez.

Biskoaz foar Sant Weltas ne vezNa zans en hi bara segal nevez.

Pa vez glao da c’houel Madalen,A vrein ar c’hraon hag ar c’hesten.

Sant Iann a oa eur sant braz,Ma sant Kristof brasoc’h c’hoaz.

Da gann GoueroEost e peb bro.

Pa grosmolo ar mor,Paourik, sarrit ho tor.

Mar-d-a ann arne d’ar menez,Kemer da freill ha kerz er mez :Euz ar menez mar-d-a d’ar mor,Sarr war da gein prenestr ha dor.

Da c’houel Itron-Varia ann erc’h,Pa vez avel grenv e vez ann ed ker.

Kaneveden dioc’h ann noz,Glao pe avel antronoz.

Gwarek-glao euz ar beure,Stignit ho tevez koulsgoude.

Kaneveden dioc’h ar mintin,Sin vad d’ar perc’hirin.

Da Zantez KatelEz ia ar mestr da vevel.

Mad eo hada ann douarWar ann diskar euz al loar,Hogen segalik Sant AndrezDeut Nedelek pa deu er mez.

Hag o neza emoc’h-hu c’hoaz !Gouel Sant Andrez a zo warc’hoaz.

Gouel ann Holl-Zent’ ziraou ar miz.Ha sant Andre gamm hen finiz.

Sant Andre gamm na vanhas ketTer sun tri deiz kent ’n Nedelek.

Tremenet gouel Sant Andrew,Aret don hag hadet tew,Ha diwallet dirag al loened bew.

Han-goanv betek Nedelek :Diwar neuze ve goanv kaled,Ken e vezo bleun en halek,Hag ac’hano goanv tennKen ne zavo bleun er spern gwenn.

Miz Kerzu, miz ar gouelio,Eo miz ar gwadagenno.

Mar-d-eo ien ha kriz ar goanDa gof oc’h taol, da gein d’ann tan.

Gwell eo moged fornEvit avel skorn.

Nao grozadenn fornA ia gand eur bar avel skorn.

Erc’h kent Nedelek,Teil d’ar zegalek.

Pa ve loar wenn d’ann Nedelek,E ve lin mad e pep havrek.

Nedelek ha gouel IannA laka ar bed etre diou rann ;Kalan Ebrel ha gouel MikealA laka e-leal.

Eur gelienenn d’ann NedelekA zo kouls hag eur c’hefelek.

Ema Guillou oc’h ober he dro,Nevezinti a vezo.

Here, Du ha Kerzu,A c’halver ar miziou du.

Nedelek seac’h, Pask kaillarek,Laka ann arc’h da veza barrek,Hag ann ozac’h da veza bouzellek.

Pa vez da zul deiz Nedelek,Hada da linn war ar garrek,Ha d’ brena ed gwerz da gazek.